Dirazomp emañ an enkadenn ekologel

Kresk temperadur ar voull douar, kemmoù an hin, kresk priz an eoul-men hag an danvezioù krai, ... meur a dra a ziskouez emañ ar bed o cheñch hag e kemero ar c’hudennoù o tennañ d’an endro muioc’h mui a blas. Lod a lavaro marteze emañ c’hoazh an ekologisted o spontañ an dud evit abegoù politikel ha gwir eo int tost ar re nemeto a gred kaozeal eus kudennoù ken pouezus all.
Kreskiñ a raio an temperadur etre war an douar er c’hantved-mañ hag e c’hellfe bezañ tommoc’h eus 3 derez ha zoken eus 4 pe 5 derez e Frañs. Skignet e vez gant mab den muioc’h mui a gazoù a brodu an "efed ti-gwer“ en endro, abalamour ma vez produet muioc’h mui a gaz karbonek, dreist-holl gant ar c’hirri-tan niverusoc’h niverusañ.
Peseurt efedoù a zegaso kresk ar wrez war hon endro ? Gwelet ez eus bet dija e miz Eost 2003 petra oa kaout frapadoù amzer tomm-grizias. Hogen en amzer da zont e c’hello seurt frapadoù c’hoarvezout aliesoc’h aliesañ ha padout pelloc’h . Dre vras e soñj d’ar skiantourien ne vo ket stabil ken an hin, da lavaret eo e vo muioc’h mui a varradoù gwall amzer gant glaveier bras hag avel tourmant (evel e miz Kerzu 1999). Teuziñ a raio ivez ar skornegoù e pennoù ahel an douar hag er menezioù, ar pezh a lakaio live ar mor da bignat eus 50 santimetr dre vras. E Breizh ez eus takadoù zo e-giz enez Sun pe aochoù ar c’hreizteiz a c’hellfe bezañ lakaet en arvar. Kemmoù a vo ivez er froudoù dour - mor hag hini ar Gulf Stream a c’hellfe degas deomp yenijenn, e lec’h klouaraat ar mor, evel ma ra bremañ. Ar goañv a c’hellfe neuze bezañ kalz yenoc’h e Breizh.
Kemmoù all a c’hellfe ivez c’hoarvezout er bed er bloavezhioù o tont, dre ma vo diaesoc’h diaesañ kaout petrol marc’had mat. Hiziv dija ne ehan ket priz an tireoul da greskiñ : da 49 dollar ez a bremañ ar "varikennad“, pa ne gouste nemet 10 dollar e penn kentañ 1999. Brezel Bro Irak hag ar sponterezh etrevroadel a zispleg ar c’hresk-se evel just, met abegoù all z eus, evel an ezhommoù brasoc’h brasañ o tont eus broioù zo e-giz Bro Sina. (Eno e kresk eus 25 % niver ar c’hirri tan bep bloaz).
Met ne vez ket lavaret alies ez eus ur riskl ez afe an tireoul da hesk war an douar a-benn un nebeud bloavezhioù. Ha koulskoude e vez studiet ar gudenn-se abaoe meur a vloavezh gant ijinourien war o leve o doa labouret evit Fina, Total, pe Shell hag a gred bremañ dispakañ dirak an holl ar pezh ne c’hellent ket ober d’ar poent ma oant o labourat. Evito emañ ar pezh a vez anvet e saozneg ar "peak oil“, da lavaret eo ar poent ma krogo kenderc’h an tireoul da zigreskiñ o tostaat dillo. Bez e c’hellfe bezañ war dro ar bloavezhioù 2008 pe 2010. Evit lod zoken eo bet tizhet ar "peak oil“ dija. Kontet e vez gevier gant ar broioù a gustum produiñ “an aour du”, a-benn sioulaat an dud. Evit an Ao. Colin Campbell, an hini en deus savet ar gevredigezh ijinourien war o leve (ASPÖ (1)) e tlefe chom 1 750 miliard a “varrikennadoù” petrol, ha padal ar sifr ofisiel a vez roet gant ar Stadoù Unanet a sav da 3 000 miliard a “varrikennadoù”, da lavaret eo e chomfe war ar voull douar tost div wech nebeutoc’h a eoul men eget ar pezh a vez embannet.
Evel just ne raio ket diouer an eoul - men en un taol. Kavet e vo da brenañ met ker ruz e kousto, dre ma vo diaesoc’h diaesañ da broduiñ : betek 5 gwech pe zoken 10 gwech keroc’h eget bremañ. Ouzhpenn-se e kendalc’ho an ezhommoù da greskiñ, dreist-holl en Asia, rak eno emañ ar c’hresk ekonomikel an hini krenvañ ha deuet eo ar bloaz-mañ , evit ar wech kentañ, bro Sina da vezañ an eil bro o beveziñ tireoul, goude ar Stadoù Unanet.
Daoust d’an holl gudennoù-se, ne seblant ket renerien politikel ar bed da vezañ prest da gemer an divizoù ret. Feur-emglev Kyoto, a c’houlenn ma vefe digresket eus 5 % (nemetken) ar gazoù a brodu an „efed ti-gwer“ a-benn 2008 - 2012 e keñver 1990, a chom a-istribilh, dre ma n’eo ket bet sinet na gant ar Stadoù Unanet, na gant Rusia. Ha koulskoude e vo ret da gaout diskoulmoù padus ma fell deomp e vefe savetaet hor blanedenn, peogwir eo an dra-se a zo e kont hiziv !
Ret e vo produiñ mod all en ur implij nebeutoc’h a energiezh, espern energiezh hag, evel just ober muioc’h gant an energiezhioù dous : an avel, an heol, ar froudoù-mor, ...Met dre ma teu al lodenn vrasañ eus ar gazoù a brodu an "efed ti-gwer“ eus an dezougen, eo war an dachenn-se e vo ranket degas ar c’hemmoù brasañ, ha peurgetket sevel hag implij muioc’h mui ar binvioù dezougen a - stroll : trenioù, tramway, busoù, .. Dav e vo ivez ober gant kirri - tan bihanoc’h a vo gouest da vont en - dro gant doareoù all evel an hidrogen, ma vez kavet doareoù d’e broduiñ d’ur c’houst marc’had mat ha gant energiezhioù padus.
Moarvat e rankimp ivez cheñch hor mod da vevañ, ha zoken hon doareoù da zebriñ. Gant ar c’hresk war priz an eoul-men e vo diaesoc’h kaout sivi pe tomatez e-kreiz ar goañv. Produiñ kig a c’houlenn ivez kalz a energiezh evit bouetañ ar chatal. Ne vo ket falloc’h deomp, forzh penaos, debriñ nebeutoc’h a gig. Espern an dour a vo da ober ivez, rak foeltret e vez kalz re evit al labour douar : 70 % eus an dour a vez implijet er bed.
Evit tud zo, ne vo ket awalc’h en amzer da zont da lakaat an ekonomiezh da greskiñ en un doare padus, met dav e vo digreskiñ, da lavaret eo produiñ ha beveziñ nebeutoc’h a draoù er broioù pinvidik. Ar pep diaesañ, avat, a vo lakaat ar speredoù da emdreiñ : chom a ra kalz a labour war an dachenn-se, met n’eus ket amzer da goll ken.
Yann - Fañch KENEIS
(1) ASPO : Association for the Study of Peak Oil. Lec’hienn Internet : http: //www.peakoil.net
Résumé :
La crise écologique est devant nous.
Réchauffement de la planète, changements climatiques, hausses du prix du pétrole et des matières premières, ...de nombreux indices montrent que le monde connait des changements importants et que les problèmes d’environnement prendront de plus en plus de place.
Il nous faudra donc apprendre à produire et à consommer sobrement, à économiser l’eau et l’énergie. Au delà, et ce sera le plus difficile, ce sont les mentalités qu’il conviendra de changer. Il reste beaucoup de travail à faire dans ce domaine, mais nous n’avons plus de temps à perdre.


Poster un message
Brest en Bretagne
